
Stourmit a-enep d'ar spammerien
Robotoù-furch (a vez graet ivez "wanderers", "spiders", "crawlers" pe "bots" anezho) a zo programmoù a furch don e-barzh ho pajennoù web ha dreist holl ho pajennoù liammet.
Pa teu unan anezho war ho lerc'hienn, ho plog pe c'hoazh war ho forom, hennezh a wir pep pajenn bet liammet gant chomlec'hioù posteloù
En em zifenn a c'hellit ober bremañ
Aes-kenañ emañ an diskoulm : liammit ho pajennoù d'unan ispisial evit lakaat diaes ar robotoù a vo sachet ganti pa teuint da spial ho lec'hienn.
Implijit ar c'hod-mañ da heul evit krouiñ ul liamm davet ar bajenn ispisial-mañ.
Ar robotoù zo vont da zastum diehan posteloù faos bet krouet gant ar bajenn-mañ. Kondaonet neuze vo boued ar spammerien.
Rankout a raint netaat pe zitruj o chomlec'hioù dastumet. Didalvoud-kaer vo o zastumad posteloù forzh penaos.